unan, eus a sourci eur brovidanç particulier a Zoue, pehini a so evel eur savete-gard hac a ampech an den da goueza e nep seurt dizurs considerabl.
M’ac’h anavezit e ve unan benac eus an traou-se caus deoc’h da veza tennet varnoc’h ar malheur da goll Jesus, iit betec ar sourcen eus an drouc evit e dizec’ha.
Evel ma tired dour a un andret, epad na ves qet dizec’het, er memes tra e pec’hot, qen a zistrujot ar pen-caus eus ho pec’hejou.
Redoublit eta a attention varnoc’h oc’h-unan. Diouallit[1] ho calon gant an oll sourci possubl.
Ne bellait qet dious an or eus ho calon. Ar galon ne all qet beza boulc’het eb dunananger.
Dioc’h ma vezo conservet ha diouallet ar galon, e conservor ive guelloc’h pe falloc’h bues an ene, pe Jesus.
Bezit fidel da ober an traou bian evit gloar an Autrou-Doue, fidel da evita pep pec’het an disterra, gant aon na deufac’h da veza infidel ha pec’her en traou bras.
An disprijanç[2] eus ar fautou bian a zispos nebeut a nebeut da goueza e pec’hejou bras.
Jesus ne fell qet dezan a galon partaget etrezan hac ar re-all.
Ho calon en antier en deus great evintan. Tout e fell dezan he gaout.
Ar fautou bian-se, evel a c’hoarve gueyer
(a) Prov. 4. 23. (b) Eccl. 19. 1.