Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/220

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
imitation ar verc’hes vari.

bian, caqeteres, distractionou bian er pedennou, en ofern ; ar fautou-hian-se, var bere en em excuzit gant qement a facilite, ha pere a gustum eneou clouar en em bardonni, a bella, qazi eb er santfet, dioc’h Jesus, hac er pella diousoc’h, er memes fæçon.

Ne dorront qet tout-a-fæt oc’h union gantan, mæs dispozi d’he zerri. Jesus a gonsider ar pec’hejou bian-se mercou a glouarder eus ho pers, hac ar glouarder a ziminu an nombr eus e c’hraçou.

Jesus a ra d’an ene clouar, evel a ra eur mæstr da eul loden eus he brat, var behini e losqe, er gommançamant, cals a zour red.

Mæs, o veza na brodu qet a yeot aoualc’h, ha ne brofit qet eus an dour, e ra d’an dour redec var eul loden-all, pehini a bromet hac a brofit muioc’h.

Ar fidelite a antreten un union dener etre calon Jesus ha calon un den fidel.

Grit, en andret Jesus, evel a zezirit a rafe en ho qever.

Souhæti a rit e scuillfe en oc’h ene oll binvidiguezou e garantes, digorit eta dezan an oll dorojou eus ho calon.

Eur reserv benac evidomp hon-unan pe evit re-all, a zisques eur galon partaget, hac a rent Jesus evel jalous.

An disterra guer abers un den hac a garer, a so recevet mad.