Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/222

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
imitation ar verc’hes vari.


Ar Servicher.

Èn eo affligeant, ô mam dener ! beza evel-se incerten evel ma ves un ene pehini n’he deus qen aon nemet da vancout a berseveranç, ha da behini Doue ne rô qet da anaout hac hi a bersevero en he garantes.

Mari.

Ar stad douetus-se, va mab, a so partaich qement den a so c’hoas var an hent eus an eternite.

Evel-se eo bet falvezet da Zoue, gant aon na gouesfac’h e presomption.

Dleout a ra ho terc’hel en humilite, inspira deoc’h un disfizianç santel ac’hanoc’h oc’h-unan, hac ober deoc’h ober ho silvidigues gant aon hac en eur grena.

N’en deo nemet en èn e c’haller beza en abri dioc’h pep aon, ha jouissa eus an assuranç eürus da veza atao gant Jesus.




CHABIST XVII.
An ene fidel ne dle qet en em zicouraji er sec’horiou spirituel, ha pa seblant e pella Jesus diouthi.


Doue a zalc’h avichou, e qever an eneou just, eur gomportamant pehini ho zroubl hac ho chagrin.