Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/225

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
levr ii. chab. xvii.

c’hlem benac, ra vezo evel hini Mari, eur c’hlem a garantes.

Va mab, emezi, perac oc’h eus-hu great evel-se deomp-ni ? Ni a yoa dezolet d’ho peza collet.

Lavarit ive dezan : ô va Jesus ! perac oc’h eus eprouvet gant qement a rigol, va c’halon ?

C’hui a voar peguement e souffran abaoue na santan qet ho presanç : hac un infidelite benac eo eus va phers a ve bet caus deoc’h d’en em bellaat diouzin ?

M’ar em eus meritet an dic’hout, ar stad-ma a abandon dre eur gomportamant pehini e defe displijet deoc’h, pardonit-en din, ô va Autrou !

Hivisiqen me a vezo sourciussoc’h da evita qement a elfe displijout deoc’h.

Mæs pe seurt motif benac ho pe d’am læsel er sec’hor-ma, me en em soumet da veza eprouvet er fêçon ma falvezo deoc’h, qeit a ma plijo ganeoc’h, nemet e conservin bepret ho carantes em c’halon.