Plijet ganeoc’h, ô Guerc’hes santel ! expliqa din ar myster eus ar vues cuzet ha dianavezet-se pehini a gunduac’h e Nazareth.
C’hui ho pije gallet, oc’h en em zisques, gounit da Jesus cals a galonou ha cals a henoriou.
Va mab, lacât a rean va gloar da imita Jesus e-unan, pehini a falveze dezan beza pell amser, var an douar, un Doue cuzet.
Deuet e zoa er bed-ma evit desqi d’an dud, dre e zoctrin, tec’het dioc’h an henoriou, beza humbl.
Dre e vues cuzet, e Nazareth, e roas an exempl arauc instrui.
An tad eternel a falle dezan beza henoret dre ar vues cuzet eus a Jesus, ha Jesus a breferas ar seurt bues-se d’ar burzudou en divige gallet da ober.
Dre an hent-se en deus disquezet penaus ar berfection hac ar merit, evit an nombr bras eus an dud, ne gonsist qet oc’h ober evit Doue traou bras, mæs oc’h en em oc-