Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/227

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
183
levr ii. chab. xviii.

cupi, pa zeo guir eo hounnes e volontes, a labourou ordinal, a vicherou dister ha disprijabl erves ar bed.

Falvezet eo gantan distrompla an dud dioc’h an ide faus en em c’hreont eus ar santeles memes ; car ne estimont netra ar santeles, ma na rear miracloun ha traou burzudus.

Mæs, dreist oll, condaoni a ra dre eno ar bres hac an hast o deus an darn vuya eus an dud d’en em zisques, an desir о deus da veza estimet, ha meulet.

Va mab, carit beza cuzet, dianavezet hac ancounac’heat. Nemet e viot cavet mad gant Doue, petra ra deoc’h santimant ar bed var ho sujet ? Ar bed a basse ha tout a basse gantan.

E Nazaret, me a bossede Jesus. Beza em boa e garantes, èn en devoa va hini. Petra a faut davantach evit beza eürus ?

Eur c’hougn bian a zouar e pehini e vefac’h tout-a-fæt dianavezet, hac e pehini n’ho pefe qen mad nemet ho crucifi, a dlefe seblantout deoc’h preferabl da oll balæziou ar rouanez.

Eno e cafac’h ar sourcen eus a zælou ar glac’har, evit en em voalc’hi bepret davantach dioc’h ho pec’hejou.

Eno, oc’h en em unissa bepret gant mui a familiarite gant Jesus, e cafac’h en e garantes, an tanva eus ar barados.