unan-all, differant dioc’h ar pried celestiel, dioc’h Jesus.
Goulennit ous Jesus unan eus ar sclerigennou vras-se pere en deus roet d’e zænt, ha pere ho deus sclerreat ho speret var bonheur eur[1] vues cuzet e Doue gant Jesus-Christ.
Da Vari eo e conven particulieramant an desteni-ma eus ar Speret-Santel : Oll[2] gloar merc’h Sion a so en he interior.
Ar pez a ouzomp eus he actionou exterior, nen deo netra e comparison eus ar pez a bassee en e c’halon.
En em represantit ar vam-se, guerc’hes, en he zy a Nazareth.
Antreit a speret betec he interior, ha grit a guement-se ho studi.
Mæs piou a alfe compren he affectionou, he zantimanchou, he dezirou ?
Piou a alfe lavaret ar pez a bassee er galon-se eus ar santella crouadures ?
C’hui ebqen, ô va Doue ! a occupe oll buissançou he ene.
(a) Coloss. 33. (b) Ps. 44. 14.