treïd. Chetu eno, ô Jesus ! petra e za da ober evidoc’h an Autrou Doue : car an Doue-se eus an armeou a lacaïo ho puissanç d’en em asten oc’h-pen var Sion hac ar vro eus ar Judee. Oc’h etablissa a raïo Roue var an oll boblou, hac e lavaro deoc’h gant ar voues-se nersus ha puissant oc’h pehini netra ne resist ; renit, Jesus, va Mab, e creis oc’h enebourien. Evel-se ar bouvoar souveren pehini a bossedit a bep eternite, a apparisso sclear e deis ho triomph, pa viot guelet oc’h-unan en eclat ho majeste e creis ar c’hloar a behini e veso ornet ho Sænt. Neuse e vellot e zoc’h ar Mab a Zoue hac eo deoc’h en deus lavaret an Tad Eternel : Me am eus oc’h anjandret eus va c’halon aroc m’am boa crouet ar verelaouen eus ar mintin. Neuse ive e c’hanavessor eo deoc’hu, ô Jesus ! eo en deus touet an Autrou-Doue, hac e le ne chencho qet : c’hui a so ar Belec eternel erves urs Melchisedech. Erfin guelet a raor penaus an Autrou-Doue a so a gostes deoc’h en ho tu-deou ; car e deis e goler just en deus griziliounet ar rouanez pere a en em oppose oud an etablissamant eus ho ren var an oll boblou. Exerci a raïo er memes tra e jujamant e creis an nationou, pere a gred resista ouzoc’h, carga a raïo pep leac’h eus a zistruch oc’h enebourien, ha brusuna a raïo var an douar pennou un nombr bras a bersonachou pere a yoa savet en oc’h enep. An Tad
Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/23
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xvij
gousperou.