C’hui ebqen a yoa ar pen-caus hac ar fin eus he oll actionou.
C’hui a yoa continuelamant presant d’he speret.
Ho quëlet a rea en oll draou crouet. Netra ne alle he distrei diouzoc’h, abalamour ma zoac’h tout evithi e pep tra.
He jujamanchou a yoa reglet var ar maximou eus ho furnes eternel, he œuvrou reglet dre ho speret ; he c’honversationou о devoa evit sujet ho carantes.
Pell dioc’h pep commerç gant ar bed, Mari en em occupe a Zoue, eus a labourou he zy, gant an oll liberte eus a un ene diangach dioc’h pep interest ha pep santimant humen.
Petra benac ma zoa, dre eur c’hraç particulier, mæstres eus a oll mouvamanchou he c’halon, gouscoude e qemere ar precautionou ar re vrassa evit serri anezan dious pep tra nermet dious Doue : en em rebeich e divige great un affection, un intention, un dezir pehini n’en divige qet he savet mui-oc’h-mui varzu Doue ha pehini ne vige qet en em rapportet da Zoue ha d’e c’hloar.
Dre ar squër-se e veler petra eo ar vues interior.
Consista a ra о veilla varnomp hon-unan, var hor c’halon, evit ma vezo he oll affectionou evit Doue ; var hor speret, evit ma