Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/232

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
imitation ar verc’hes vari.

enclasq ; ha dre-se, e coll e repos hac e dranqilite.

An den interior ne anaves qen furnes nemet an hini a so erves Doue, furnes pehini, о tizolei dezan an neant eus a draou an douar, a zav e zongesonou betec ar gontemplation eus an traou celestiel.

An den dissipet ne gonsult nemet prudanç ar c’hic ; qement a apparis pellaat diouthi a zo, en e zantimant, follentes ha defaut a finessa.

Ar c’henta a so bepret var êvez gant aon da veza tromplet gant e zaoulagad bac e sqianchou-all ; an eil, ne heuill nemet e santimanchou e-unan, e sqianchou naturel, da bere e rapport qement a ra.

Laqit ho plijadur da sonjal e Doue, da glasq Doue e qement a reot, da rapporti peb tra da c’hloar Doue, hac ho pezo ennoc’h oc’h-unan rouanteles Doue.

Beza e viot neuze ar[1] guir gristen-se a behini e parlant Jesus en aviel, pehini ador Doue a speret hac e guiriones.

Perac an darn vuya eus an dud a so atao en droublien, atao er c’hlemou ? Abalamour ma cunduont eur vues oll dissipet. N’en em occupont nemet eus an douar.

Meur a bersonach memes pere a seblant beza atao gant Doue, erves m’ho gueler o veva, n’en dint qet gouscoude ar pes ma seblantont beza.

(a) Joan. 4. 23.

  1. Joan. 4. 23.