Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/234

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
imitation ar verc’hes vari.

ne alfemp qet antreal ennomp hon-unan evit examina petra a basse ennomp. Mæs, dreist peb tra, en em roit d’an exerciçou eus ar vues interior, mar ho calv Doue dezo.

An exerciçou-se a so cals anezo, ar veditation eus ar guirioneziou eternel, ar gommunion freqant, ar breuriezou, ar rosæra.

Mar negligit ar voyennou-se a berfection, en em zissipot, hac en em glascot mui oc’h-unan eguet na glascot Doue.




CHABIST XX.
Eus ar Silanç.


Ar Servicher.

Deoc’hui, Rouanes ar vertuziou, en em adressan, evit desqi tevel ha parlant a bropos.

C’hui oc’h eus bet pratiqet ar vertus eus ar silanç en eur feçon qer parfæt, ma c’hellit, guell eguet hini-all, desqi din e phratiqa va-unan.

An aviel a rapport deomp hiniennou eus ho comzon, hac e velan ne barlantit jamæs nemet dre ar motif eus eur vertus benac.

Pebes carantes evit ar burete ! pebes humilite ! pebes soumission er c’homsou pere a adressoc’h d’an Arc’hæl pehini a zeuas d’ho saludi en hano an Dreindet adorabl.