Parlant a rit, e ty Elisabeth, evit renta graçou da Zoue eus e faveuriou.
Pa oc’h eus cavet a neves ho mab Jesus en templ, e parlantit ountan evit disques ho teneridigues a vam, hac en eured Cana, e parlantchoc’h evit procuri guin d’an dud pere n’o devoa qet, o pedi Jesus da chanch an dour e guin.
A hent-all, e tavit, e meur a circonstanç e pere e seblante e vige bet dleet deoc’h ober pers eus ho santimanchou d’ar re a yoa assambles ganeoc’h.
Test eus ar burzudou pere a errue da c’hiniveles Jesus, c’hui a glêve ar pes a lavare hac a gane en henor dezan an æles hac ar bastoret.
Netra eus ar pes a lavarent ne echappe diganeoc’h, mæs, eme an avieler, destum[1] a reac’h tout en eur silanç leun a religion.
En templ e pehini e presantchoc’h ar buguel Jesus, e chomchoc’h en eur silanç a admiration, a behini an avieler n’en deus qet manqet da barlant, abalamour ma tlie hon instrui.
Goude-ze e pignoc’h gant Jesus var menes Calvar. En ho sa e chomjoc’h dirac e groas, receo a rejoc’h e ziveza huanad. Mæs epad an oll amser-se, ne lavarjoc’h guer, mæs derc’hel a rejoc’h eur silanç parfæt a batiantet hac a resination da volontes Doue.
(a) Luc. 2. 19.
- ↑ Luc. 2. 19.