Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/236

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
imitation ar verc’hes vari.


Mari.

Va silanç a barlant ouzoc’h, va mab. An oll eneou devot a gompren ar guëlla ar pes a lavar dezo.

Ar speret a zevotion pehini a roe Doue din, a rea din rei peoc’h en oll circonstançou e pere gloar Doue pe garantes an nessa ne exigent qet e parlantchen.

Ar silanç-se a zesq deoc’h penaus, evit beza devot er galon, evit beza den interior, e renqer parlant nebeut, parlant gant reflexion, parlant, en eur feçon benac, erves ar Speret-Santel, pehini a inspir e goelet ar galon, ar pes a dle da lavaret an hini er c’honsult.

Caret parlant cals a so eur merq a eur galon hac a eur speret leun a scanvadures ha dissipet bras, hac an dissipation-se a so dija undroug bras.

Ar santimancbou a zevotion a ya eas da goll, pa barlanter cals. Ar silanç o c’honserv hac o c’hrenva.

Caout a reot nebeut a dud pere o defe qeus da veza tavet ; cals, er c’hontrol, o deves qeus da veza parlantet re.

An den fur aoualc’h ne barlant nemet[1] pa ves poënt, da lavaret eo, pa ve fall pe disapropos rei peoc’h.

An hini ne voar qet miret e deaud a so[2] henvel oc’h eur guêr a behini en dorojou a so digor d’an oll.

(a) Eccl. 20. 6. (b) Prov. 25. 28.

  1. Eccl. 20. 6.
  2. Prov. 25. 28.