Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/239

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
levr ii. chab. xxi.


Petra na de roët din-me chom evel se unisset gant Doue, ha derc’hel oc’h an douar dre liamou va c’horf ebqen !

Mari.

Va, mab, enr c’hraç vras am beus bet digant Doue da non pas coll jamæs, a vêl, e brezanç.

Mar tezirit ar memes faveur, commancit dre en em zigagi dioc’h pep affection terrien ha dre en em zistaga a galon dioc’h qement n’en deo qet Doue.

Coustout a rai deoc’h, guir eo, cals a boan. Mæs an union gant Doue, dre e c’hrac, pehini a vezo recompans oc’h effortchou hac ho sacrifiçou, ne oufe qet beza prenet re guer.

En em servichit, a hent-all, eus a guement so en dro deoc’h evit sevel ho speret varzu Doue. A bep tu e cavot mill sujet d’er meuli ha d’er glorifia.

An evou, pere a ruill gant qement a vajeste a zioc’h ho penn, a annonç deoc’h e c’hloar. An eclat eus ar stered a so un imach eus a c’henet her c’hrouer.

An immansite eus ar mor a zepeign deoc’h an immansite eus ho Toue.

Qement tra a zo partout dre ar bed a barlant deoc’h eus e berfectionou.

Tout, betec ar vianna fleuren eus ar prajou, a so evel eul levr digor d’ho taoulagad, pehini a zigaç sonch deoc’h anezan.