Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/242

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
imitation ar verc’hes vari.


Ar garantes evit Doue a brouver dre ar fidelite a ves da ober mad an deveriou eus ar stad e pehini e vezer laqeat gant e brovidanç.

Dre ar fidelite, Mari he deus acquizitet meritou pere ho deus he savet dreist an Æles.

Tregont vloas he zeo chomet cuzet e Nazareth gant hor Salver.

Eno, he sourci principal a yoa da ziorren ar mab divin-se, da veritout atao muioc’h fizianç he phried, ha da fournissa d’he fmill, dre eul labour herves he ners, ar рes a yoa necesser dezi.

Desqit, dre exempl ar Verc’hes, da betra e tleit particulieramant en em applica, m’ar fell deoc’h beza santel.

En em drompla a ra en nep a sonch dezan e renqer ober ouspenn an deverioü ens he stad evit beza santel, ha neglija an deveriou eus ar stad evit en em occupi a draou estranjour.

Ar vrassa perfection eo caret hor stad, n’eus forç peguer commun eo, ha ramplissa he obligationou, pa ves ar stad-se en ur ar brovidanç, pa fell da Zoue e vemp ennan.

Un artisan pehini a c’hounit e vara dioc’h ar c’huezen eus e vizach, un tad a famill pehini a vev eb ambition, gant un danves commun hac ordinal, ne reont qet nebeutoc’h ho silvidigues eguet he ra ar re a so e conditionou huelloc’h, ar re memes a exerç ae fonctionou eus an urzou sacr.