Alies memes, en em saveteont gant nebeutoc’h a zanger.
Ar guella stad evidoc’h nen deo qet bepret an hini a zeblant deoc’h beza ar parfæta, mes ac hini e pehini oc’h laqeat gant Doue.
Un errol hac un dromplezon eo, falvout beza santel evel ma plich deomp, ha non pas er c’his ma piich da Zoue.
Ne rer an traou gant perfection nemet pa ho greer abalamour ma faut da Zoue hac evel ma faut dezan e vent great.
Ar merit eus hon actionou a zepand cals nebeutoc’h eus an traou a reomp, eguet eus an intantion e pehini ho greomp, hac eus ar gonformite ho deus gant bolontes Doue.
Doue a c’houlen diganeoc’h e rafac’h bepret traou dister, mar qirit, ha c’hui a fell deoc’h ober actionou bras bac extraordinal.
Ac’hano ec’h erruo na reot mad nac an eil rum, nac eguile.
Martha,[1] Martha, eme hor Salver da c’hoar Lazar, en em hasta hac en em ambarrassi re a rit, hac en em drompla rit, c’hui pere evelthi, a fel deoc’h ober mui eguet na c’houlen Doue diganeoc’h.
En em gontantit da ober ar pes a c’houlen diganeoc’h ; grit-en gant ar memes ardeur evel pa ve un dra benac a vras.
Petra a rêe a guer bras, a qen extraor-
(a) Luc. 10. 41.
- ↑ Luc. 10. 41.