Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/247

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
levr ii. chab. xxiii.


Eur galon ne ves qet pell o lavaret d’e Doue ar pes a fell dezi lavaret dezan.

Martha, pehini a laboure evit Jesus, n’he devoa qet distroet dioc’h he labour pa barlante anezan d’he c’hoar.

E creis oc’h occupationou e parlantit anezo d’ar re pere a so en dro deoc’h.

Parlantit anezo ives eta d’ho Toue, pehini a so presant da guement a rit. Lavarit goustadic : Va Doue, me ra an dra-ma evit ho cloar.

Conversation an Autrou-Doue, differant bras dioc’h qement a gauziou a ves e toues an dud, n’e deus[1] netra a guement a zisplichfe nac a inoufe.

Cauzeal oc’h Doue a so memes un avantach e pep fêçon ; car en ober a eller e creis pep seurt labourou.

Galloud a rer dont da veza eur sant bras oc’h ober ebqen traou commun, mæs eb о ober en eur feçon commun.

An darn vuya eus an dud ne reont ar pes a reont, nemet abalamour ma zeo ret dezo en ober.

En ober abalamour m’en ordren Doue, hac en intantiou da blijout dezan, chetu ar pes ne sonjont qet.

Evidoc’hui, va mab, lavarit da Zoue, en eur labourat : Va joa eo ober ho polontes, va Doue, hac evit plijout deoc’h, ha pa ve

(a) Sap. 8. 16.

  1. Sap. 8. 16.