cals poaniussoc’h ha cals rustoc’h, va phoaniou ha va labourou ne ziminuint netra eus va application d’en ober evit ho cloar.
Offr a ran deoc’h, va Doue, va oll fatig ha va oll labour, en union gant ar re en deus anduret Jesus evit va silvidigues.
Mar prosper ho labour, binniguit an Doue pehini a ra dezan prosperi. Ma na brosper qet, en em soumettit d’ar vortification-se pehini a so permettet gant Doue evit amprou ho patiantet.
Dre an union-se gant Doue en oc’h oll actionou, ar re vianna, ar re zisterra en apparanç, a vezo savet betec ober meritout mill ha mill degre a c’hloar er barados.
Mam santel a Jesus, pa vevac’h e Nazareth gant Jesus, an dud n’en anavezent qet. En disprijout a reent memes hac en abandoni. Mæs beza en devoa ar gonsolation da veza caret gant e vam.
Ho carantes evit Jesus, ô Mari ! a yoa sincer, ardant, tener ha fidel. Anaout a reac’h e