sanç hac e vadeles a so un assuranç eus ar sonch en devezo da jamæs eus an allianç en deus great guech all gant ar Yudevien ha divesatoc’h gant ar Gristenien e personnach Jesus e Yab. Ya, an Antrou-Doue a royo da anaout d’e bobl ar vertus ens e œuvrou, e oll-c’halloud, o rei dezo heritach an nationou, pehini en deus promettet dezo, hac e pehini ne vanco qet d’ho lacat e possession. Car œuvrou e zaouarn a so tout guiriones ha justiç. E oll gourc’hemennou a chom bepret ar memes, evel ma er prouv an oll gantvejou, abalamour ma zint fontet var ar viriones bac al lealdet. En effet, digasset en deus, e personnach Moyses d’ar Zudevien, hac e personnach Jesus d’ar Gristenien, eur Redemptor evel m’en devoa er promettet, ha goude en deus great ganto eur vignoniach hac un allianç eternel. Roet en deus da anaout eo santel ha terrupl e hano, hac e zeo doujanç Doue commançamant ar furnes. Quement hini a en em gomport erves an doujanç-se eus ho C’hrouer, a so carguet gant Doue eus a un ententamant mad ha profitabl d’ho ene. An Autrou-Doue eta a verit beza meulet da viqen. Gloar d’an Tad, d’ar Mab, d’ar Speret-Santel.
Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/25
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xix
gousperou.