Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/252

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
imitation ar verc’hes vari.

en devoa da souffr. Ar garantes ne lavar jamæs aoualc’h.

Mæs, eus an oll garanteziou, an ardanta hac ar presseta d’en em rei da anaout, eo carantes Jesus.

Jesus en divige roet, evit ho silvidigues, mui c’hoas eguet n’en deus great, ma en divige gallet rei evidoc’h un dra benac mui eguetan e-unan.

O va mab ! mar cavit un objet dignoc’h eus oc’h affectionou eguet na deo Jesus, e consant o accordfac’h d’an objet-se ; mæs m’ar ho merit Jesus dreist pep tra-all tout, arauc pep tra-all, ha c’hui a gredo ho refus dezan ?

Ar Servicher.

Ah ! ra zisparisso eus a zirac va daoulagad qement so eus ar bed-ma ! Ne fell din mui caret, ne garan mui nemet Jesus !

Mari.

An nep a anav Jesus, a zispris, en effet, ar rest. Ar bed n’en deo mui netra evit an nep en deus tanveat an douçder infinit eus e garantes.

Ar Servicher.

Mar caran, e c’hallan caout Jesus evit mignon. Mar neglichen en em brocuri un hevelep bonheur, e veritfen erfad beva malheurus.