Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/253

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
levr ii. chab. xxiv.


Mari.

Ya, va mab, qemerit evit objet eus hoc’holl garantes an hini о caret pehini ne ves jamæs a lec’h da gunz ebet, pehini n’eo qet sujet da chench, ha pehini, pell dioc’h beza lamet diganeoc’h dre ar maro, a deuyo, er c’hontrol, goude ho tremenvan, da veza ho possession hac ho mad eternel.

Jesus ebqen a so ar mignon fidel ha constant, pehini ne vanq qet, e lec’h ma vanq ar vignonet-all.

Eur goms ebqen eus ar mignon-se a zigaç ar gonsolation en eur galon affliget. Ar re-all ne dint nemet consolatourien importun.

Pe sort dic’hout, pe sort chagrin a ellit-hu da santout, mar hoc’h eus carantes Jesus en ho calon ?

Ma rên Jesus en ho calon, mar e ma eno var e drôn, e zoc’h an den ar pinvidica, ar puissanta, an eürussa pehini a ve hac a elfe beza var an douar.

Carantes Jesus a so eur mad gant pehini en em basseer eus ar re-all tout. Jesus ha n’en deus-èn qet pe a dra da gontanti ar galon er c’har ?

Ar Servicher.

O va Jesus ! ô va Doue ! dre ar garantes e deus bet evidoc’h ho mam santel, me c’houlen digueneoc’h ar c’hraç d’ho caret qement,