ar beden. Atao prest d’ho scuilla varnomp, e lavar deomp ho goulen ountan ; mæs falvout a re dezan er grafemp gant fizianç.
An defaut a fizianç a so ordinalamant ar merq eus a eur feis o languissa, o toc’horraat. Ac’hano e teu qement a beden inutil hac eb froues.
Evit offr da Zoue ezanç hor pedennou, n’en deo qet necesser studia ar momenchou.
Hon tad hac hon Doue a so atao prest d’hor chelaou, bepret e lavar deomp : Goulennit hac e recefot : an nep a c’houlen a receo.
Servicherien un Doue atao mad aoualc’h evit non pas rebuti den, ha pinvidic aoualc’h evit rei d’an oll, penaus eta e zomp-ni qen nebeut attantif da c’houlen digantan e c’hraçou, pe evidomp hon-unan, pe evit ar re-all, evel a ra Mari ?
Peden Mari a so ber. Doue, differant bras dioc’h an dud, ne exich qet diganeomp a bedennou great gant re a enclasq, a studi.
Evit ober affer gant Doue, n’eus qet ezom a finessa nac a loqanç. Eur beden great gant simplicite, e pehini en em gontantomp da c’houlen ar pes a ouzomp beza evit e c’hloar hac evit hor silvidigues, pe da viana ar pes a ouzomp non pas beza control d’an eil na d’e guile, chetu petra ablich d’hon tad hac er rent favorabl.
Ar santimanchou eus ar galon, cals mui