Mari he devoa jouisset eus a bresanç Jesus hac eus a zouçder e antretienou epad an tregont vloas ma e devoa chomet assambles gantan e Nazareth.
Seblantout a rea ne devoa mui da ober nemet medita, er silanç eus ar retræt hac er solitud, ar c’hentelliou he devoa recevet digantan, eb e vige necesser dezi heuilla Jesus e meur a andred epad ma presegas an aviel.
S. Yan a lavar deomp gouscoude penaus Stes Mari a chomas[1] un deves benac gant Jesus e Capharnaüm, nen deus mar, evit profita eus e instructionou.
An aviellerien-all a lavar deomp penaus, en un occasion-all, o velet na elle qet tostaat[2] ous Jesus, abalamour d’ar foul a dud a yoa en dro dezan, ha pere a felle dezo chelaou e zoctrin, Stes Mari a c’houlennas[3] er guelet ha parlant ountan.
Den-all ebet ne anaveze guelloc’h eguethi ar pris eus e guentelliou divin, ha ne danvea
(a) Joan. 2. 12. (b) Mat. 12. 46. (c) Marc. 3. 31.