Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/269

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225
levr ii. chab. xxix.

gant mui a c’hout ar chalmou eus e gonversatiou.

Peguen douç eo, en effet, evit an hini a voar distingui moues Jesus dioc’h hini an dud, peguen douç eo clevet ar c’homsou a vues pere a sorti eus e c’hinou !

Un ene pehini e deus qemeret gout e Jesus, ne eil mui beva eb Jesus.

Dija, e mill occasion, he deus clêvet e voues, ha mill gueich c’hoas e deves c’hoant d’e c’hlêvet.

Pep demeuranç ha pep lec’h a zisplich dezi ma na gav eno e muia caret.

Pep moues a so un dra importun evithi ma n’en deo mui Jesus eo a barlant outhi.

Oh ! peguement e tisplich d’an ene devot discoursiou ha causiou an dud ! Caout a ra dezi ne[1] antretenont anezi nemet a draou vean ha disaour ; ar[2] c’homsou ebqen a Jesus a so evithi speret ha bues.

A zalec ma clêo Jesus e parlant, el levriou devot, er sermoniou, er c’hatekis, pe dre inspirationou ha sclerigennou secret, e chasse pep sonch-all, evit rei he oll attention d’e voues divin, abalamour ma plich dezi mui, infinimant mui eguet ar pes a alfe da glevet a gaera possubl var an douar.

N’en deus netra a guement a glêfe gant mui a joa, a guement a zalc’hfe gant mui a fidelite,

(a) Ps. 118. 86. (b) Joan. 6. 64.

  1. Ps. 118. 86.
  2. Joan. 6. 64.