veso dipitet. Scrigna a raio e zent ; disec’ha a raio gant an dipit ; mæs desir ar bec’herrien a berisso ha gloar an den just a bado da viqen. Gloar d’an Tad, d’ar Mab ha d’ar Speret-Santel. Evel-se bezet great. .
David a exhort servicherien Doue d’er meuli er guel eus e vajeste, e buissanç hac e vadêles.
Meulit an Autrou-Doue, c’hui pere a so e servicberien. Meulit hano an Autrou. Ra veso binniguet a vrema da viqen. Hano Doue a dle beza meulet a zalec sao-eol betec cus-eol. Car an Autrou Doue a so bras meurbet, brassoc’h eguet oll c’hrandeuriou an oll nationou assambles hac e c’hloar a sao huelloc’h egnet an evou. En effet, piou a so henvel oc’h an Autrou hon Doue, pehini a ra e zemeuranç el lec’hiou an huella, ha pehini gouscoude a brich sellet oc’h ar pez so izella en êe ha var an douar. Tenna a ra eus ar boultren an hini a so er viser, ha sevel ar paour divar an teil, evit er placi e renq ar brincet, ar brincet eus e bobl. Erfin reï a ra d’ar c’hreg diser ar joa d’en em velet en he zy mam da veur a grouadur. Gloar d’an Tad, d’ar Mab, d’ar Speret-Santel. Evel-se bezet great.