a guement a veditfe gant mui a application eguet an aviel hac, e general, comsou Jesus ; mæs netra ive ne brodu mui a froues en ene-se guir gristenes.
Рa ves cousqet, e tiun dre an disterra trous a ra moues he phried divin. Ah ! emezi, clevet a ran[1] moues va muia caret ; cetu en erru ; ha n’en em drompl qet var e voues.
Pa ne garer nemet Jesus, e c’hanaveser dioch-tu eо Jesus a barlant.
Ar bed, ar vanite, ar plijadurezou о deus eul langach pehini ne glêver neuse nemet en despet deomp, ha pehini ne anaveser nemet evit caout horrol ountan.
Daoulagad Santes Mari-Madalen ne anaveschont qet dioc’h-tu Jesus, pa er gueljont goude ma oa ressuscitet ; mæs aveach en devoa Jesus digoret e c’hinou da barlant outhi, ma santas he c’halon e voue Jesus eo e zoa.
O Jesus va Salver ! pellait diouzin an oll moueziou estranjour eus ar bed, pere a glasq qen alies va distrei dioc’h ho coms divin. Ne fell din mui chelaou nemedoch.
Divertissamanchou vean, traou inutil, dangerus, criminel ; pere oc’h eus qen alies va ampechet da glêvet moues Jesus, n’oc’h anavezan mui, adieu ; lêzit ac’hanon va-unan gant Jesus !
Evit caout ar bonheur d’ho clêvet, me[2]
(a) Cant, 2, 8. (b) Mat. 8. 19.