Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/272

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
imitation ar verc’hes vari.


Ar pes a leveront din a so excellant, ha guir, ha touchant ; mæs, ma n’en em uniss ho craç d’o c’homsou, d’o instructionou, ar viriones n’en em imprim qet mad er speret, ar galon ne ves qet gounezet mad.

Roit din eta[1] da entend ho moues, ô Jesus ! pried celestiel eus va ene, evit ma roin deoc’h da entent va moues. Parlantit oc’h va c’halon, evit ma parlanto ousoc’h-ini.

Ho moues-c’hui, ô Jesus ! a zesq muioc’h en eur moment eguet na zesqer e meur a vloaves e scôl an dud savant eus ar bed.

Dre an anaoudeguez santel ho devoa qemeret en ho calon, ho deus meur a bersonnach simpl hac ignorant, erves ar bed, desqet parlant en eur feçon ravissant eus ar garantes a Zoue, parlant memes gant cals a speret eus ho prassa mysteriou.




CHABIST XXX.
Ne dleer qet clasq gloar ar bed-ma nac istim ar bed.


Ar Servicher.

En em rejouissa a rit, eb mar, ô Mari ! ô mam eüreus ! eus an henoriou rentet en occasionou differant d’ho mab Jesus, en amser ma presegue an aviel d’an dud, mæs a’en em


(a) Cant. 2. 14.

  1. Cant. 2. 14.