Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/275

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
levr ii. chab. xxxi.

gant attach var ar vanite eus a draou ar bed-ma.

Meur a zen a so en em gollet evit beza great eus ar bed ho idol hac ho Doue.

Na gresqit qet an nombr eus ar re disqiant pere a zêv c’hoas esanç dezan en ho c’halon, dre ho c’harantes divoder evit e istim hac e c’hloar.

Ar Servicher.

Me a brofito, Guerc’hes santel, eus hoc’h exempl hac eus ho qenteliou. Ne fell din qen gloar nemet an hini a ves oc’h imita ho vertuziou. Mæs evel ma zeo sempl va c’halon ha facil da vancout d’e zesirou mad, ec’h imploran hoc’h assistanç.

Obtenit din, obtenit din ar fermder spirituel a behini em eus ezom evit en em sevel dreist disprijanç ar bed hac e flagorneres treitour.




CHABIST XXXI.
Ret eo support an nessa gant carantes ha gant douçder.


Ar Servicher.

Guerc’hes pehini a so, dre e douçder, dreist an oll grouadurien bur, c’hui, dre ho patiantet