Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/289

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
245
levr iii. chab. i.


Mari.

Penaus, en effet, e c’hellot-hu, var ho maro, poqet gant fizianç d’ar groas mar ho pes bevet er gassoni[1] eur ar groas ?

Var ar maro, pell dioc’h beza fachet da veza bet alies var ar groas, e carfet beza bet atao er souffranç, abalamour ma hon deveus neuze ar gonsolation da veza bet atao henvel ous Jesus, dreist peb tra er pes ma fell dezan e vemp henvel outhan.

Va mab, exposet oc’h alies d’an dismeganç, d’ar goal dretamant, da veza persecutet.

Ma c’handurac’h an traou-se gant soumission, gant patiantet, e velfen ennoc’h un imach ravissant a Jesus, hac ho carfen, va mab, muioc’h eguet m’ho caran, abalamour henvelloc’h ous Jesus, e teufac’h da veza eur buguel dignoc’h eus ho mam.

Ar Servicher.

O va mam ! ar pez a royo din courraich hiviziqen hac am c’honsolo em oll souffrançou, a vezo sonjal penaus e tougan va c’hroas gant Jesus hac evit Jesus, mæs, er memes amser, pebes avantach evidon-me gallout sonjal e veritin, en eur feçon particulier, ho sicour hac ho carentes, dre va stad a souffranç er vues-ma ha dre va disposition vad d’e anduri.

(a) Philipp. 3. 18.

  1. Philipp. 3. 18.