an eil oad-tud d’eguile va guement ho deus e zoujanç. Roet en deus da anaout an ners eus e vreac’h. Dissipet en deus ar re en em c’huëse gant an ourgouill en ho c’halon. Discaret en deus ar re buissant var ho meno ; huëlleat en deus ar re vian en ho santimant ho-unan, ar re humbl. Carguet en deus a vadou, a c’hraçou, ar re a yoa leun a zesir hac ho devoa evel naon eus ar santeles ; casset en deus quit goullo a faveuriou, ar re en em grede pinvidic e madou spirituel. Qemeret en deus dindan e brotection Israël, e servicher ; impliget en deus e drugares, erves ar bromessa en devoa great d’hon tadou, da Abraham ha d’e vugale vian, pa reas allianç gante evit jamæs.
Gloar d’an Tad, d’ar Mab, d’ar Speret-Santel, evel ma oa er gommançamant ra veso c’hoas brema hac atao hac hed an eternite. Evel-se bezet great.
Va Doue, me ho trugareca eus ar bonheur am eus bet da renta deoc’h va deveriou a garantes, a esperanç, a feis, a religion en assamble ar gristenien. Pardon, va Doue, eus va oll distractionou votontær. Me a veso eveziantoc’h a c’houdeves. Guerc’hes Vari, va Mam vad ha trugaresus, plædit va c’haos dirac ho Mab Jesus, brema, hac atao hac en heur eus va maro. Evel-se bezet great.