Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/290

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
imitation ar verc’hes vari.





CHABIST II.
En em resina da volontes Doue ebars en souffrançou.


Ar Servicher.

Er situation drist e pehini en em gavan, em beus recours deoc’h, ô consolatoures ar re affliget !

Pliget ganeoc’h desqi din a be santimanchou e tlean particulieramant beza occupet er poaniou pere a anduran hac er guêl eus ar re a dlean da anduri souden.

Mari.

Caout a dleït, va mab, santimanchou eus a eur gonformite barfæt da volontes Doue, pehini a ordren hac a regl peb tra evit e c’hloar hac ho silvidigues.

Рa dosta ouzoc’h un affliction, eur c’holl benac, pa ves erruet, pa gontinu, pa gresq, pa deu un all benac var e lerc’h, livirit ha repetit alies : Va Doue, ho polontes bezet great.

Ar sonch eus ar volontez-se a Zoue am c’hrenveas hac am c’honsolas en templ a Jerusalem, pa annonças Simeon e vige Jesus exposet da gontroliezou, hac em bige va-unan va c’halon treuzet gant eur c’hleze a boan.