se a so evidomp eur sourcen abondant a veritou.
E pelec’h e veljot mui a froues a santeles, excellantoc’h vertuziou, eguet e squeud ar groas ha var ar C’halvar ?
Ar batiantet a ra deomp destum mui a veritou e nebeut deveziou, eguet na zestumimp e meur a vloaves ; en eur vues consacret d’an exerciçou eus a un devotion pehini n’en deo controliet gant netra.
Pet guec’h e c’herru gant ar vanite hac ar garantes evidomp hon-unan, antren en actionou a zevotion, er gonfession, er gommunion ? Mæs, en eur vues leun a chragrin, a affliction, e zeus sulvui a verit, ma souffrer peb tra evit Doue, ha n’en em glasqer qet an-unan.
Na zesiromp qet ive eur groas qentoc’h eguet eben. Na leveromp qet : Guelloc’h e ve ganen houma, pe hounnont ; me he supportfe gant muioc’h a batiantet.
Ene christen, pep croas-all eguet an hini a zouguit, ne ve qet an hini a gonven deoc’h. Doue a voar guëlloc’h eguedoc’h petra a so red deoc’h.
Ma vige deoc’hui choas ho croaziou, en em dromplfac’h e qever ar choas.
Ar c’hroaziou pere a ro Doue deomp da zouguen, a so musulet dioc’h on ezomou, d’hon ners, d’an dessinou en deus varnomp.