An douar a gren pa varv Jesus, an eaul a goll e sclêrigen ! ar reyer en em fraill, an natur en antier a so troublet. Mæs un dra-all am scô muioc’h eguet ar miraclou-se tout.
Chui eo, ô Mari ! ô mam vertuzus ! pehini a chom en ho sao e c’hars ar groas, o nevesi da bep instant ar sacrifiç a rit d’an Tad eternel, eus ho mab qer Jesus.
Penaus e c’heljoc’hui souten ar guël qen terrubl eus ho mab o vervel, ha belec’h ho poue qement a gouraich hac a fermder ? Pliget ganeoc’h en desqi da un ene pehini a goues accablet oll dre an adversite, pa ves un nebeut considerabl.
Beza em boa dirac va daoulagad an exempl puissant, Jesus crucifiet, pehini ne lavare nemet comsou a beoc’h, pehini a souffre gant ar barfæta resination da volonteziou e Dad, hac a c’houlenne ountan, dre ar merit eus e c’hoad, pardon ha graç evit e vourrevien.
Va daoulagad a yoa digor var ar squer di-