Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/305

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
261
levr iii. chab. vi.

vin-se ; antreal a rên en e galon, hac e rean va fossubl evit qemeret e santimanchou.

Oc’h e velet о sacrifia gant qement a generosite e vues evit an dud, e creis an horrupla suppliçou, e tesqen ober va-unan da Zoue, a galon vad, ar sacrifiç eus ar pes am boa a vuia caret er bed-ma, a Jesus e-unan.

Va mab, caout a reot eveldon-me, e treid ar groas, eur souten en ho poaniou, ners en ho tigourajamant, eur resination gourachus er c’hollou ho pezo, er sacrifiçou a c’houlenno Doue diganeoc’h.

Pa vezit en affliction, e zit da glasq consolation digant an dud, mæs ne vezit qet pell eb gouzout e finis prest o c’hompassion. Goude beza commancet da gaout truez ouzoc’h, e c’hachuont dre en em squisa, betec eus ho presanç.

Mar bezit neuse læset ganeoc’h oc’h-unan en ho reflexionou, e santit ho poanniou о cresqi, hac alies ar boan a guemerit da bellaat dioc’h ar birou pere ho pless, ne servich nemet d’o anfonci davantaich en ho calon.

Mæs, va mab, en amser-se a gombat, en em armit a imach Jesus er groas ; en amser-se a denvaligen hac a arne, ra vezo ar grucifi ho qenta refuch, ho qenta sicour.

Peguer sempl benac e ve ho couraich, e cafot ennan ners ; peguer bras benac e ve ar c’huerder eus a boan ho calon, er grucifi e cafot consolation.