Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/307

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263
levr iii. chab. vi.

dit-en var ho calon. En em imaginit e maoc’h var ar C’halvar hac eo permetet deoc’h poqet da dreid ho Toue, o souffr hac o vervel evidoc’h. Parlantit dezan eus ho poaniou, ous o unissa gant e re, ha goulennit diountan soulajamant. Pedit ar Salver-se trugaresus da rei deoc’h da glêvet divar lein e groas, eur goms benac a gonsolation, pehini ho sicourfe da support ar rigol eus ho croas.

Va Jesus, eme-c’hui, n’ho quittain qet qen n’ho pezo rentet d’am ene ar peoc’h hac ar repos, qen n’ho pezo he c’hrenveat dre ho craç.

Mar bezit fidel d’an exerciç santel-ma, ho taëlou a vezo sec’het, ar peoc’h a vezo rentet deoc’h, ar gouraich a guemero plaç an digourajamant : ho croas ne vezo mui qer c’huëro en ho santimant, ar c’huërvder memes a vezo chenchet e douçder.

Pe m’ar chom ganeoc’h c’hoas da souffr, e souffrot, da viana, er santimanchou a batiantet, a resination, a garantes, pere a rea da Sant Paul lavaret : En em[1] blijout a ran er gonfusion, er miseriou, er persecutionou, en displijaduresou ar re vrassa, pere a anduran evit Jesus-Christ.

(a) 2 Cor. 12. 10.

  1. 2 Cor. 12. 10.