Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/312

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
268
imitation ar verc’hes vari.


Mar gouële merc’het Jerusalem o velet Jesus o passeal, carguet eus a instrument e varo, e pebes mor a c’huervder ne oue qet beuzet calon Mari, pa velas en asten var an auter eus ar groas, e pehini tlie mervel ?

Ah ! mar guelge da viana soulagi un nebeut benac poaniou Jesus, souten e ben sacr accablet dre e boanniou griez, diminui ar sec’het a behini en em glem !

Mæs nan ;-pell dioc’h gallout esperout e defe ar gonsolation-se digant un den truezus benac, ne gleo a bep-tu nemet guinaou impi o vlasphemi hac oc’h insulti ar buissanç memes hac an divinite a Jesus.

Un douçder benac a eller da gaout o souffr evit an hini a garer : mæs peguer cruel eo guelet о souffr ar re a garer, eb gallout о soulagi !

Petra a rayo eta Mari er situation-se qen trist ha qen poannius ? Ha souten a rayo-hi an horrol eus maro Jesus ; pe en em bellaat a rayo-hi evit non pas caout ar boan da velet he mab o vervel en tourmanchou ?

Agar, o veza chasseet gant e mab Ismaël, eus a dy Abraham, pa voa eat pell en desert, en em gavas desolet bras. Agar a abandonas he mab pehini a vouele, hac en em belleas diountan en distanç eus a eur c’halvaden, en eur lavaret, an daëlou en he daoulagad : N’en don qet evit en em resolvi da velet va mab о vervel.