unisset a nevez er bed-all ? C’hui oc’h-unan, a chom a reot-hu atao er bed-ma ? Ho feis ha ne zisq-hi qet deoc’h penaus ar guir dud fidel en em velo unisset e calon Doue, en eur feçon infinimant parfætoc’h eguet na ellont er beza er bed-ma. Oll e ressuscitimp un deis.
Esperanç douç ha precius pehini a bropose Sant Paul d’ar gristenien guenta, evel eur rêson capabl da sec’hi ho daëlou ha da ober dezo support e peoc’h ar c’holl eus ho breudeur.
N’en em[1] abandonit qet eta d’an dristidigues, evel an dud-all pere a so eb esperanç.
Mæs gouëlit evel eur c’hristen leun a feis, pehini, goude beza satisfiet d’an deneridigues naturel, a gommand souden dezi en em voderi hac en em regli erves e greden.
Ne apparchant nemet oc’h ar religion santel ha divin a behini e reomp profession ; ne apparchant nemet oc’h ar religion fournissa deomp resonniou qer crêe a gonsolation.
Hac oc’h-pen, ar personnaich-se pehini a garac’h qement ha pehini a so lamet diganeoc’h dre ar maro, hac hi a ree eta ho c’holl gonsolation var an douar ? Ha caret a reac’hui an den-se mui eguet Doue, pehini en deus great an disparti etrezoc’h evit ræsoniou pere a dleit da adori ?
Ar personach-se a yoa cals caret ganeoc’h,
(a) Thes, 4. 13.
- ↑ Thes, 4. 13.