accomplis, a voder hac a regl an daëlou hac an hirvoudou.
An Ebestel ho devoa anaveset Jesus evit mab Doue, mæs e amser e bassion, infidel d’ar govession ho devoa great anezan, e dissimuljont hac e[1] qemerjont an tec’h.
Ne c’hoarvezas qet ar memes tra gant Mari. Heulia a reas Jesus betec ar C’halvar, e pelec’h e c’hanavezas anezan evit he redemptor, leun a fizianç e teuje adarre da veza beo, pa zeo guir en devoa er lavaret.
Goude maro Jesus, e Zisqibien (da viana daou anezo a bere e parlant Sant Lucas,)[2] n’ho devoa mui nemet eur restadic a esperanç da velet oc’h erruout ar pes en devoa lavaret Jesus dezo, arauc e varo er groas.
Mæs Mari, eb an disterra troublien, a guntinuas da gredi ha da esperout ferm penaus Jesus, pehini he devoa guëlet o vervel er gonfusion, a ressuscitche gant henor ha gloar, hac e soumetche ar bed da lezen e aviel.
(a) Mat. 26. (b) Luc. 24.