An hini a ra var an douar e densor eus ho craç hac eus ho mignoniach, n’en deus a vir chagrin nemet da veza privet c’hoas eus ho presanç.
O c’hortos ar maro, pehini ebqen a ell lacaat fin d’am stad languissant, me a gasso bepret, ô va Jesus ! varzu ennoc’h, huanadou eur galon pehini ho tesir, ho calv hac ho cavo bepret re zivesad.
Piou[1] a roï din-me diouasqel evel d’ar pigeon ? Nijal a rafen ha monet da guemeret va repos en ho qichen.
Ar bonbeur-se ha ne vezo-en qet pell amser oc’h erruout ?
Pried va ene hac en a vezo pell o lavaret : Chetu[2] me erru da lacât fin d’ho miser ?
Ah ! an ene[3] fidel a lavar : Deuit, va Jesus. He hirvoud hac he huanadou a lavar bepret : Evel-se bezet great. Deuit, Autrou Jesus.
Va[4] c’halon a barlant ouzoc’h ; va daoulagad ho clasq ; huanadi a ran dre an desir d’ho cuëlet.
Santout a ran e zoun great evit un dra benac a vras ; rampat a ran, gouscoude, er vues-ma.
O Jesus ! great e zoun evidoc’h hac evit ho possedi eternellamant. O Jesus ! pinvidigues infinit, pep tra a vanq e lec’h ma vanqit.
Sclerigen eternel, tout a zeblant tenvaligen elec’h ma ne maoc’h qet.
(a) Ps. 54. 7. (b) Ap. 22. 12. (c) Apoc. 17. 20. (d) Ps. 26. 8.