Ha p’am befe qement so a vadou crouet, ne finisfen qet da vеza paour ha miserabl, ma ne alfen lavaret : Jesus a so tout evidon.
Jesus a so tout evidon ! Coms pehini a lavar hac a gompren tout ; coms pehini n’en deo comprenet mad nemet gant an hini pehini a gar Jesus dreist pep tra.
Pell eta, ô Jesus ! pell dioc’h va c’halon pep carantes-all nemet an hini a ves produet dre ho craç.,
Graç eus va Jesus, tomit bepret va c’halon dre ar flam pur eus ho carantes.
O flam divin ! consumit va ene ! Ma ne allan ho quelet souden, ô va Salver ! me en em zizommajo, da viana, oc’h ho caret.
Va c’harantes, pehini a ro din esperanç d’ho contempli ha d’ho possedi un deis, a vezo va c’honsolation qeit ha ma chomin er vrо estranjour-ma, dispartiet diouzoc’h…
Jesus en devoa promettet digas e Speret-Glan d’e Zisqihien. Mari, evit er receo, en em dennas er Cenacl gant an Ebestel, Qerent Jesus hac ar Gragues santel, pere ho devoa heuliet Jesus en e veachou.