Er silanç eus ar retræt hac en exerçiçou eus ar beden en em zisposent da receo ar Speret-Santel.
Oll assamblet en eur memes lec’h, o c’halon hac o bolontes unanet, e forment an desirou an ardanta evit tenna varnezo ar Speret divin-se, sourcen eus ar guir santeles.
Dispositionou excelant evit receo an Doue a garantes ! Carout a ra en em gommunica d’an eneou fervant, pere er c’hlasq pell dioc’h an trous hac an afferou eus ar bed hapere a adress dezan pedennou ardant ha sincer.
Oh ! gant pebes effet e c’houlenne, dreist peb tra, Mari, an donedigues eus ar Speret-Santel, dre ferveur he phedennou, dre burete he dezirou, dre bres bac ardeur he c’harantes !
Qement hini a yoa er memes gortos, a dlie en em santout cals courachet dre bresanç hac exempl ar Verc’hes-se.
Beza e zoa deja leun a c’hraç. Mæs, ar Speret-Santel, o falvezout dezan pinvidicaat atao e bried dre e zonæsonou, Mari a zigassas an oll disposionou a zesire hac a c’houlenne Doue.
Peguen abondant benac e ve en un ene graçou ar Speret-Santel, an ene a ell atao receo re neves.