a Ephes, e pehini e zoac’h obliget d’en em denna gantan epad eur bloaveziou benac.
Evit compren mad ar joa ho poa eus a guement-se, n’en deus nemet ober reflexion var an interest particulier a guemerac’h eus a guement a selle oc’h an avancement a rouanteles Doue.
Rouans an Ebestel, obtenit din-me un elfen eus ar flammen sacr-se pere ho tevore evit gloar Jesus, hac obtenit din ar c’hraç da gaout ar chanç vad da lacât er glorifia hac er c’haret.
O va mab ! peguement ne blich qet din an desir-se eus ho calon ! An desir da brocuri gloar Doue a ra eul loden necesser eus ar galite a gristen. A qen bras obligation eo, evit un ene christen, evel ma zeo ar garantes memes a behini eo un effet necesser.
Cals tud a sonch dezo n’en deus nemet ar veleyen a guement a dlefe clasq savetei an eneou. Qement-se a sell oc’h pep den.
N’en deus stad ebet e pehini ne alfet ha ne dlefet rei exemplou mad, avisou mad hac a bropos ; consoli ar re alfliget ha pedi evit ar re-all.. ’
Chanchamant a vues eur pec’her a so alies effet an hirvoudou eus a un ene fervant benac dianavezet gant ar bed, mæs pehini a bede hac a huanade varzu Doue, evit goulen digantan conversion ar bec’herrien.