bonheur da veva epad qement a vloaveziou !
Neuse, gant un ardeur bepret crenvoc’h, e lavaren da Jesus : Disquesit[1] din, ô va muya caret ! e pe lec’h e ma al lec’h eus ho repos hac eus ho magadures eternel.
Pa bosseden Jesus dre ar gommunion, er supplien da hasta ar moment e pehini, oc’h e bossedi en e c’hloar, e jouischen evit un eternite eus a vonheur e bresanç.
Adori a rean bolonteziou Doue, o accomplissamant a breferen d’am dezirou.
Mæs ar gommunion a voa va c’honsolation ha va ners er c’hombajou continuel am boa da souten. Car mar santen bepret em ene an desirou an ardanta da nijal en êe, e voa ret d’am obeissanç da Zoue moderi, er memes amser, ha derc’hel ardeur va zransport.
Ah ! va mab, peguen clouar eo carantes un den pehini en em blich pell dioc’h an hini a gar ! Pebes clouarder en deus ar c’hristen pehini bemdes a c’houlen ous Doue ma c’herruo e rouanteles, ha pehini ne zesir qet e teufe Jesus d’er guervel ?
Eur c’hristen pehini a gar Jesus, a greis e galon, a so eur c’hristen pehini, en despet d’an horrol naturel en deus oc’h ar maro, a rofe gouscoude a volontes vad, qement a gar muia er bed-ma evit mont d’en em unissa gant Jesus en evou.
(a) Cant. 1. 16.
- ↑ Cant. 1. 16.