Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxviij
confession.

Confessour. Ha n’o poa c’hu ancounac’hêt netra er gonfession divêsa ? Ha n’o poa chu nac’het netra ? Petra eo a biq ho coustianç var guement-se ?

Commancit dre amsao ho pec’hejou nac’het. Livirit goustad gourc’hemennou Doue. En em arretit un nebeut var bep-unan. Doue a barlant ouzomp, er gourc’hemennou-se evel un tad oc’h e grouadur, evel eur mæstr oc’h e servicher. Un Doue ebqen a adori… C’hui va mab, va merc’h : ha roet oc’h eus-hu ho calon da Zoue dioc’h-tu evel ma tiunac’h en nos pe dioc’h ar mintin ? Pet guech oc’h manqet d’an dever-se ?

Lennit, pe laqit lenn deoc’h, arauc ma teuot da goves, eul levr bian, hanvet Mellezour ar galon.[1] Ne qet necesser lenn tout al levr-se : pep hini a dle lenn ennan ar pez a sell oc’h an deveriou eus e stad, e spicial, dre exempl, ar re n’int qet demeset, n’int qet tad na mam, n’o deus qet a esom da lenn ar pez a sell oc’h ar seurt tud-se.

Oc’h examin êchuet, arauc mont da goves, livirit eur bater benac, a greis ho calon, evit goulen oc’h Doue, en hano Jesus, ar gontrition dreist-natural, souveren, universel eus ho pec’hejou.

  1. Al levr-ma hac a pep seurt levriou-all a zevotion, a gaver e ty Guilmer, Imprimer ha Librer, e Montroules.