zouçaat : ar c’hristen mad ne vel e Jesus nemet un tad leun a vadeles.
Pec’het en deus epad e vues, martese marvelamant hac alies ; mæs n’en deus qet gortozet heur ar maro evit ober pinigen.
Hac oc’h-pen, ar sacrifiç a ra eus e vues, a galon vad, sacrifiç pehini a uniss, en e speret, da sacrifiç ar groas, a so evintan eur sujet vras da esperout e Doue hac en e drugares.
Abaoue an deis e pehini en em roas tout-a-fæt da Zoue, en deus combattet bepret an drouc-speret, e voal inclinationou, evit chom fidel d’e Zoue.
Petra a alfen da c’hortos nemet ar gurunen a justiç hac a eurusdet ?
En a vezo doue evidoc’h, va mab, gallout lavaret, evel Jesus, pa dostaï ouzoc’h ar maro : Quittaat a ran[1] ar bed-ma ha moonet a ran da gaout va zad. Monet a ran da guemeret possession eus an heritaich destinet din gantan.
Va zad,[2] me am beus ho clorifiet er bed. Great am beus ar pes ho poa commandet din. Glorifiit ac’hanon brema. Pliget gueneoc’h rei din pers er c’hloar oc’h eus prometet d’ho cuir vugale.
Pa ves dalc’het al lamp leun a ëol hac allumet mad, na ves qet a aon da glêvet lavaret : Chetu[3] erru ar pried ; it d’e rencontr.
(a) Joan. 16. 28. (b) Id. 17. 4. 5. (c) Mat. 25. 6.