Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/346

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
302
imitation ar verc’hes vari.


Pebes bonheur ! bonheur en tu-all da guement bonheur a alfe beza agreabl da eur galon !

Mervel en eur garet Jesus, en heveiep fæçon ma ve an diveza huanad eus ar vues un huanad a garantes !

O va Jesus ! ô va Salver ! va Doue, accordit din ar faveur vras-se meurbet. Me he goulen diganeoc’h, en hano ar garantes infinit en deus evidon ho calon adorabl, ha dre ar garantes eb musul e deus bet evidoc’h calon he mam santel ar Verc’hes. Evel-se bezet great.




CHABIST XVIII.
Eus an desirou santel eus as maro.


Ar servicher.

An oll amser ma chomjoc’h var an douar, goude ma voa pignet Jesas en êe, a voue evidoc’h, Guerc’hes santel, un amser a hirvbud.

En em gonsumi a reac’h nebeut-ha-nebeut e creis ar flamou eus ar garantes divin ; mæs re c’houstad e voa erves ma en desirchac’h.

Allas ! me a so re stag oc’h an douar evit guellout compren mad ar stad-se a languis santel e pehini e vouac’h betec an diveza instant eus ho pues.