Na zit jamæs da gauseal e qever ar gonfession. En em gonsiderit eno evel eur c’hriminel pehini a esper caout e bardon digant ar guella eus an oll dadou, digant Jesus, pehini en deus offanset.
Pa viot er gonfession, credit ferm eo da Jesus e-unan e covessait, da Jesus pehini a anaves tout, pehini a bardon tout d’ar c’halonou humiliet ha contristet, mæs jamæs d’ar c’halonon doubl ha gaouiat.
Pa interrojo ac’hanoc’h ho Confessour, songit eo un tad hac eur medicin pehini a fell desan ho sicour da anaout ha da ziselei ar gouliou great ennoc’h dre ar pec’het. O pet an desir ar brassa da rei da anaout desan tout ho coustianç, ha qemerit a galon vad an avisou hac ar binigen a roio deoc’h. Na visit jamæs droug-contant eus ar fêçon ma ho træto. Besit contant ha resinet, ma na ro qet c’hoas deoc’h an absolven, ha grit ar pez a lavaro deoc’h evit he c’haout divêsatoc’h.
Mar o peus permission da gommunia, songit mad oc’h eus da brepari eur plaç dereat non pas da un den simpl, mæs da un Doue