Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/352

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
308
imitation ar verc’hes vari.

un dra benac-all gant Doue, carit an dra-se pe an den-se evel ma fell dezan er c’harfac’h.

Doue ebqen a dle plijout deoc’h e qement tra a blich deoc’h.

Ar guir garantes a so en un indifferanç рarfæt evit ar pes n’en deo qet Doue. Ne glasq nemet Doue ha ne fell dezi nemet Doue, e pep tra.

C’hui a vezo eürus, va mab, dindan lesen ar garantes-se.

Sulvui e vefot er garantes, sulvui e carfot beva er garantes.

Guir eo ho pezo da souffr e chadennou ar garantes, mæs gouscoude ne garfac’h qet chom eb beza commandet dreizi.

Ra vezo ar garantes-se ho tensor. Mæs er vrassa dienes eus a vadou ar vues-ma, e vellot e talc’h lec’h eus an oll vadou.

En heur ar maro e santer peguement e zoar eürus da veza heuliet impressionou carantes Doue.

Ar maro, an amser-se a droublien hac a encres evit ar gommun eus an dud, a so, evit ar c’hristen leun a garantes Doue, amser ar c’honsolationou hac an douça peoc’h.

En em roit eta da garantes Doue. Ra viot cunduet dre ar garantes-se.

En em bligit er garantes a Zoue evel ar pesq en dour. Ra vezo bues oc’h ene.

Grit peb tra dre garantes evit Doue.