Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/357

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
313
levr iii. chab. xx.


En em examinit brema oc’h-unan, ha guelit petra rit evit gounit hac obten ar pris a so proposet deoc’h.

Pelec’h e ma ho victoriou ? Pere eo oc’h œuvrou mad ? Pe seurt vertuzion a bratiqit, da lavaret eo, pe seurt meritou ho pezo-c’hui da bresanti dirac tribunal Doue ?

Ar Servicher.

Allas ! ne allan, eb ar vrassa confuzion, sonjal en nebeut a meus great betec-hen evit meritout recompansou an êe.

Mari.

N’en em zigourachit qet, va mab. Beza e ma c’hoas en ho pouvoar o obten.

Ar c’hraç a barlant ouzoc’h ! Ho pressi a ra, bezit fidel d’he moues.

Pedit, gouelit, labourit, souffrit, en em gontraignit, baleit var roudou ar sænt hac e c’herruot evelto en termen eus an eurusdet.

Ar Servicher.

Erfin e sortian, dindan ho protection, eus ar stad a zidalvoudegues spirituel e pehini em eus bevet betec hirio.

Me a rayo eta va fossubl, gant ho sicour, da repari, dre va ferveur, ar bloaveziou difroues pere am eus da zeplori.

Vigilanç, daëlou, humilite, mortification,