ha da un den en eur personaich divin, da Jesus, roue an êe hac an douar. En em broposit eur c’hraç particulier da c’houlen, evel ma zeo an humilite, mar d’oc’h sujet d’an ourgouill, ar burete an obeissanç, etc.
Autrou va Doue, credi a ran oc’h eus va phardonet dre sacramant ar binijen, pehini a meus recevet guëlla ma c’hellen. Gouscoude, va Doue, ho supplian da veza bepret favorabl ha mad en andret eur pec’her, eur bec’heres eveldon-me. Cueus a meus atao d’ho peza offancet ; desir am eus d’en em gorrija. Effacit, me ho ped, ô va Doue ! betec an divêsa restad eus va phec’hejou.
Autrou Jesus-Christ, va Salver, pehini oc’h eus lavaret en oc’h aviel : Va goad a so eur guir breuvaich, va c’horf a so eur guir vagadures, ma a gred e zan da receo er sacramant, ar guir vab a Zoue, deuet er bed-ma evit va saveti. Cresqit va feis.
Ennoc’h ebqen e lacan va fizianç, ô Jesus ! leun a zouçder, car c’houi eo va silvidigues ha va ners, va recour ha va oll assuranç, ar sourcen eus a bep mad. O pet trues ouzin, va